Treasure Island

Kartenn eus Enez an Teñzor en embannadur 1883.
Long John Silver ha Jim Hawkins
N. C. Wyeth, 1911

Treasure Island zo ur romant saoznek gant ar skrivagner skosat Robert Louis Stevenson, e 1883. Kaoz zo ennañ eus morlaeron hag o deus kuzhet un teñzor en un enezenn, ha brudet eo anv keginer al lestr, Long John Silver.

Kentañ ma voe embannet Treasure Island a voe a-dammoù en ur gelc'hgelaouenn skosat anvet Young Folks, etre ar 1añ a viz Here 1881 hag an 28 a viz Genver 1882, ha sinet « Captain George North ». Goude un nebeud kemmoù e voe embannet e stumm ul levr.

E 1885 e voe embannet an doare gallek, L'île au trésor, gant an ti-embann Hetzel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search